AR STAJ BREZHONEG

 

 

 

 

 

 

 

Div wech ar bloaz e miz Meurzh ha ha miz Mae e vez kinniget ur staj war 3 live yezh ur sadornvezh-pad.

 

En 2017 e vo aozet ar stajoù d'an deiziadoù da heul (e-barzh savadurioù Ti ar Vro -L'Ôté):

 

- staj kentañ d'ar sadorn 4 a viz Meurzh

- eil staj d'ar sadorn 20 a viz Mae

 

An devezhiad-deskiñ fonnus-mañ a ro tro d'ar studierien da vont un tamm mat war-raok a-fed anaoudegezh ar yezh.

 

Tuta kelennerien deus an diavaez a vez un digarez ivez d'an deskidi d'en em ober ouzh doareoù deskiñ disheñvel.