Pal ar gevredigezh


Hor c’hevredigezh a zo oberiant abaoe 1962 (krouet e oa bet ar c’houlz-se dindan an anv « oaled abherve »). Lakaet eo bet da bal dezhi kas war-raok glad naturel breizh, tisavouriezh Breizh, sevenadur breizh ha keltieg dre vras hag ar brezhoneg.

 

Er c’heñver-se, a vez aozet ganimp prezegennoù war dodennoù a bep seurt, a vez roet ganimp kentelioù brezhoneg evit an dud deuet. Al laz-kanañ a ro un digarez d’an amatourien da ganañ e brezhoneg ha da vont war al leurenn da-geñver kendarvoudoù lec’hel ha rannvroel. Beajoù a vez aozet war-hed an departamant ha zoken ar rannvro hag int, priziet-kenañ gant hon izili kenkoulz hag an dud deus an diavaez. Al levraoueg a zo enni levrioù ha kelaouennoù dedennus e brezhoneg hag e galleg a vez tu da amprestiñ anezho digoust gant ma vefet ezel deus ar gevredigezh.

 

Ar pep pouezusañ eo evidomp kinnig obererezhioù a-galite gant surentez, hag a ra plijadur d’an dud, kement-se a ro lañs d’ar vuhez lec’hel.

 

Ne fell ket dimp kennebeut all, kreskiñ re prizioù an obererezhioù abalamour da bep ezel gallout rannañ, deskiñ, gwellaat e ouizidigezhioù hep droukzifoc’h ebet.

 

A-hend-all, Kreizenn Abherve zo ezel deus an daou gengevredad kevredigezhioù da heul :

  • Skol an hanternoz hag a gevred kevredigezhioù aodoù an arvor a ro kentelioù brezhoneg

 

 A-benn bezañ sklaer, lennomp ar statutoù :

 

Mellad 4 :

 Lakaat da ziorren obererezhioù sevenadurel breizh e sant-brieg hag an tro-war-droioù en un doare distag diouzh kement tu politik pe relijiel eo pal ar gevredigezh.