AL LAZ-KANAÑ "KANOMP AR VRO"

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Al laz-kanañ "Kanomp Ar Vro – Sant Brieg" ("Chantons le Pays"), enni un ugent kaner ha kanerez bennak, brezhoneg gante pe get zo arbennikaet war ar c'han liesvouezhiek (4 mouezh) e brezhoneg. Renet eo gant Jean ORIAC deus Quessoy.

 

Oberiñ a ra evit brudañ sevenadur Breizh hag ar brezhoneg dre genseniñ ingal e-barzh departamant Aodoù-An-Arvor hag o kemer perzh e-barzh darvoudoù Breizh A Gan aozet gant ar gengevredad lazioù-kanañ Kanomp Breizh.

 

 

 

 

http://www.kanompbreizh.org/

 

 

 

 

 

 

 

 

A-bep seurt kanoù a ya d'ober e roll-kanoù:

 

      -Kanoù giz-ar-vro, gwerzioù ha tonioù da zañsal…

      -Krouidigezhioù a-vremañ savet ganti hec'h-unan pe gant arzourien vreizh lieseurt…

     -Kanoù levezon ar relijion warne,kanoù nedeleg, kantikoù kozh pe tonioù nevezoc'h.

 

 

 

 

Diazezet eo ar roll-kanoù-mañ war tonioù broioù geltieg dreist-holl:

Breizh, Bro-Iwerzhon, Bro-gembre.

 

Ingal-tre e teu hon mignonez Volenn da seniñ asambles ganimp da-geñver frapadoù gant an delenn geltieg.

 

 

 

 

Kanomp Ar Vro –Sant Brieg zo un obererezh kinniget gant

 

KREIZENN SEVENADUREL VREIZHEK ABHERVE

15 straed François Menez - 22000 SANT-BRIEG - 

Pellgomz: 02 96 78 37 13

Chomlec'h elektroneg: kreizenn.abherve@orange.fr

 

Graet e vez ar pleustradegoù bep lun e diavaez ar vakañsoù-skol,

adaleg 5 eur beteg 7 eur deus an endervezh, e-barzh savadurioù ar greizenn.

 

 

-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------

 

Evit mont e darempred ganeomp:

 

 Albert LE BOURNAULT 

38 Le Pont Renaud

22120 QUESSOY

Pellgomz : 02-96-42-34-10     

 Postel : kanomp.ar.vro@gmail.com

 

------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------