AL LEVRAOUEG

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Bez ez eus ul levraoueg e kreizenn Abherve ha me a lar deoc'h ez eus levrioù dedennus enni. Skrivet e galleg pe e brezhoneg, a bep seurt zo : romantoù, danevelloù, levrioù istor, banneoù-treset ha me oar me. Ouzhpenn 1200 levr a zo enni.

 

 

 

Tu zo da amprestiñ kelaouennoù ha levrioù gant ma vefet ezel deus KREIZENN ABHERVE.

 

 

 

Evit an hini hag en deus c'hoant gwellaat e vrezhoneg ez eus tu d'hen ober dre lenn levrioù savet gant Roparz HEMON, jakez RIOU, Youenn DREZEN, Yeun ar Gow, Yann GERVEN, ABEOZEN hag all... Koumanantet eo ar gevredigezh ivez: Bremañ, Brud Nevez, al Liamm, Hor Yezh, YA, AR MEN...hag all. Deuit da welout!